Stad | Viêt Nam |
---|---|
Kêr-benn | Ha Noi |
Daveennoù douaroniel | 21°0′0″N 106°0′0″E |
An Tonkin skrivet ivez Tongkin pe Tongking a-wechoùigoù (vietnameg Bắc Bộ (北圻), a dalvez harzoù an norzh), a reer eus ar vro e lodenn norshañ Viêt Nam, e su proviñsoù sinaat ar Yunnan ha Guangxi, er reter da Laos hag er c'hornôg da pleg-mor an Tonkin. Treuzet m'eo gant delta strujus ar stêr Ruz eo uhel ar gounid riz enni.
Kêr Ha Noi eo bet kêr-benn an Tonkin sinaat abaoe ar VIIvet kantved; d'ar mare-se e veze anavezet dre an anv sinaek 東京 (sinalunioù a vije distaget dongjing e mandarineg hiziv), hag a dalvez kêr-benn ar reter. Alese e teu an termen a-vremañ Tonkin. Gant an hevelep lunioù e reer hiziv, tre ha tre, evit skrivañ anv kêr Tōkyō, dezhi an hevelep talvoudegezh e sinaeg hag e japaneg. Graet ez eus bet gant an anv sinaek Jiāozhǐ (交趾) ivez gwechall gozh evit ober anv eus rann norzh Viêt Nam.
Goude ar brezel gall-ha-sinaat (1884–1885) e voe aloubet an Tonkin hag an Annam gant ar C'hallaoued a reas gant anv vietnamek ar gêr-benn evit envel ar vro a-bezh. An trede lodenn eus Viêt Nam bet preizhet gant ar C'hallaoued a oa Kochinsina er su.