Westseaxna Cynerice Rouantelezh Wessex | ||||
| ||||
Su Breizh-Veur en IXvet kantved | ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Hensaozneg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Krouidigezh | 519 | |||
- Unvaniezh Bro-Saoz | 927 |
Rouantelezh Wessex a oa unan eus ar seizh rouantelezh angl-ha-saoz eus deroù ar Grennamzer, hag a badas eus ar VIvet betek an IXvet kantved ; a-raok ma oa savet rouantelezh Bro-Saoz end-eeun. Dont a ra hec'h anv eus West ha Saks (Saoz) (evel ma teue Essex eus East ha Saoz, ha Sussex eus South ha Saoz). War aodoù kreisteiz ha mervent Enez Vreizh e oa savet. Aloubiñ a reas ar rouantelezhioù angl-ha-saoz all (Mersia, Anglia ar reter, hag ar re all) kement ha ken bihan ma teuas da vezañ mestr war douaroù an holl Saozon ha ma teuas da vezañ rouantelezh Bro-Saoz.
Goude deuet da vezañ ur gontelezh ez eas da get Wessex evel framm politikel en XIvet kantved. Hiziv an deiz e teu meiziad Wessex war an dachenn bolitikel en-dro rak lod a fell dezho krouiñ ur rannvro anvet evel-henn en douaroù a oa dindan ar rouantelezh-se er Grennamzer.