Hervez an Tanac'h eo oa Yitro, beleg Midyan, tad Zipora ha tad-kaer Moshe (Er 3, 1).
Ne gaver ket bepred memes anv gant tad-kaer Moshe er Bibl. En Er 2, 16-21 ez eo Reouel. En Er 3,1 ; 4, 18 ha 18, 1 e vez anvet Yitro. E Ni 10, 29 e kaver "Hovav, mab Reouel, eus Midyan, tad-kaer Moshe"[1] hag e Bn 1 16 ha 4, 11 e kaver "Ha mibion ar C'heniad, tad-kaer Moshe"[2] ha "Hever, ar C'heniad, a oa dispartiet eus Kain, eus mibien Hovav, tad-kaer Moshe". Hervez "La Bible de Jérusalem" e vefe aze daou hengoun (pried keniat pe pried midyanat evit Moshe) hag en defe klasket oberour levr an Niveroù liammañ anezho. Bibliourien zo a soñj ne oa meneget nemet "beleg Midyan" en testennoù orin hag e vije bet ouzhpennet anvioù Reouel ha Yitro goude[3].
An anv Yitro a vez implijet ar muiañ pa gomzer eus tad-kaer Moshe.