.300 AAC Blackout

.300 AAC Blackout
Skeudenn ar pennad .330 AAC Blackout

Teir c'hartouchenn .300 AAC Blackout disheñvel o boledoù, div gartouchenn 5,56 × 45 mm NATO ha 7,62 × 39 mm M43 (a gleiz da zehou)
Perzhioù
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare korf an douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadell 7,82 mm
Ø trogleuziñ 7,62 mm
Ø kolier 8,5 mm
Ø korf an douilhez 9,6 mm
Ø strad 9,6 mm
Hirder an douilhez 34,7 mm
Hirder ar gartouchenn 57 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 6 - 14 g
Tizh mont e-maez V0 310 - 850 m/s
Energiezh ar vannadell 675 - 1867 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .300 AAC Blackout, anvet ivez 300 BLK pe 7,62 × 35 mm, zo ur munision krouet e 2009 gant an embregerezh stadunanat Advanced Armament Corporation. Deveret eo diouzh an .300 Whisper ha gellet a ra bezañ implijet er fuzuilhoù-arsailh doare AR-15[1]. War-bouez ar c'hanol e kord gant holl bezhioù an armoù kambret e 5,56 × 45 mm NATO. Daoust d'e vent e c'hall bezañ subsonek e voled.

Ganet e oa diwar-c'houlenn nerzhioù ispisial rannoù disheñvel eus an arme stadunanat a c'houlenne ur munision en ur c'halibr tost ouzh hini ar 5,56 mm met gant ur galloud-herzel uheloc'h hag an tu da vezañ implijet e kanolioù berr dezhe ur reduer-son[2].

  1. (fr) LUCOT Julien, Bergara BA 13 en .300 AAC Blackout : discrète et précise !, Cibles n°649, miz Gouere 2024, pp. 74-78
  2. (en) Infantry: Big Bullet Blues (diellet), Strategy Page, 02/02/2007 (lennet d'ar 26/08/2024)

Developed by StudentB