Eil kêr ha porzh pennañ Egipt eo Aleksandria (gresianeg Αλεξάνδρεια, kopteg Rakotə, arabeg الإسكندرية, treuskrivet : Al-Iskandariya), gant 5 milion a annezidi. En em ledañ a ra kêr war 30 kilometrad a-hed aod ar Mor Kreizdouarel ha kement all war-du mervent ar geinvro.
Ur greizenn c'hreantel a-bouez eo gant hec'h eoulsanioù hag he gazsanioù a zegas gremm adalek kêr Suez.
En Aleksandria emañ ar Biblioteca Alexandrina, al levraoueg vodern-tre nevez savet gant an harp etrebroadel.