An Oriant

An Oriant
Morlenn an Oriant gwelet diwar nij.
Morlenn an Oriant gwelet diwar nij.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Lorient
Bro istorel Bro-Gwened Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan (isprefeti)
Arondisamant an Oriant (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h daou ganton :
kanton an Oriant-1
kanton an Oriant-2
Kod kumun 56121
Kod post 56100
Maer
Amzer gefridi
Fabrice Loher
2020-2026
Etrekumuniezh An Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro an Oriant
Lec'hienn Web www.lorient.bzh
Poblañsouriezh
Poblañs 57 412 ann. (2020)[1]
Stankter 3 284 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 44′ 52″ Norzh
3° 21′ 58″ Kornôg
/ 47.7477, -3.3662
Uhelderioù kreiz-kêr : 16 m
bihanañ 0 m — brasañ 46 m
Gorread 17,48 km²
Lec'hiañ ar gêr
An Oriant

An Oriant a zo ur gêr hag ur porzh-mor eus Bro-Gwened ha departamant ar Mor-Bihan. Pennlec'h arondisamant an Oriant eo ivez, ha dre-se sez un isprefeti.

Diazezet e voe e 1666 pa voe aotreet da Gompagnunezh an Indez en em staliañ eno gant ar roue gall Loeiz XIV, dre-se anv ar gêr. En XXvet kantved e teuas da vezañ ur porzh-pesketa bras. Peogwir e oa bet staliet eno brasañ bon splujerezioù Europa gant an Nazied e voe bombezet taer ar gêr gant ar Gevredidi, ha damzistrujet e voe.

Bremañ eo troet armerzh An Oriant war ar mor, dre he arsanailh milourel, he forzh-pesketa, he forzh-kenwerzh, he fol redadegoù en donvor. Kampus Skol-veur Kreisteiz Breizh (SKB) a voe krouet e 1995. Emvod meur ar Gelted, festival brasañ Breizh, a sach kantadoù a viliadoù a dud bep miz Eost.

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA

Developed by StudentB