Antarktika a zo ur c'hevandir lec'hiet e pol Su an Douar, dizoloet e 1820 hepken. Peuzc'holoet eo a skorn, ha yen-sklas an hin enni.
Dindan 13,9 milion a km² emañ, ha bihanoc'h eo eget Afrika, an div Amerika hag Azia.
N’eus koulz lavaret tamm struzh ebet er c’hevandir-se. Loened a gaver war an aod, ha peskedus eo ar morioù tro-dro.
N'eus den ebet o chom eno da vat. Ur mil den bennak a vez well-wazh o vevañ eno a-hed ar bloaz e diazlec'hioù skiantel.
Hervez an emglevioù etrebroadel ne c'hell bezañ perc'hennet ar c'hevandir-se gant riez ebet. Disoudard eo ivez. Mad an denelezh eo.