Commonwealth of Australia Kenglad Aostralia | |||||
| |||||
Ger-stur : Advance Australia Fair | |||||
Kan broadel: "Advance Australia Fair" | |||||
Kêr-benn | Canberra | ||||
---|---|---|---|---|---|
Kêr vrasañ | Sydney | ||||
Yezh(où) ofisiel | hini ebet (saozneg er fedoù) | ||||
Gouarnamant | Monarkiezh parlamantel | ||||
- Rouanez | Charles III | ||||
- Kentañ ministr | Anthony Albanse | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 7,686,850 km² (6) | ||||
- Dour (%) | 1 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2011 | 22,607,571 () | ||||
- Stankter | 2,6/km² | ||||
FDD (2010) | 0.937 (Uhel) (2) | ||||
Moneiz | Dollar aostralian (AUD )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTCeus +8 da +11½) | ||||
Kod kenrouedad | .au | ||||
Kod pellgomz | +61 |
Aostralia (Saozneg: Australia ), Kenglad Aostralia (Commonwealth of Australia) hervez hec'h anv riez, a zo ur vro en Emisferenn ar Su er Gevred da Azia. Endelc'her a ra ar c'hevandir bihanañ a zo er bed ha meur a enezenn e Meurvor Indez, e Meurvor ar Su hag ar Meurvor Habask. Ar broioù amezek dezhi eo Indonezia, Timor ar Reter ha Papoua Ginea-Nevez en norzh, Inizi Salomon, Vanuatu ha tiriad Kaledonia-Nevez (Kanaky) er biz ha Zeland-Nevez er gevred.
E-pad 40 000 bloaz ne oa nemet Aostralianed a-orin (an Aborijened) o vevañ er c'hevandir a-bezh. Gweladennet e oa an tiriad gant pesketaerien eus an inizi tost, met ne dizhas an enezenn vras ergerzherien ha marc'hadourien europat nemet er XVIIvet kantved. E 1770 ec'h embannas Breizh-Veur he gwirioù war ar vro goude dilestridigezh James Cook, met tizhet e oa bet Botany Bay gant Louis de Saint-Aloüarn en e raok hep na voe embannet an dalc'h en anv ar roue gall Loeiz XV. E 1788 e stalias Breizh-Veur un drevadenn anvet "Kembre-Nevez"' evit kas ar c'haleourien di. Kement a gresk a voe e niver ar boblañs ken e krouas ar Saozon trevadennoù roueel all a-hed an XIXvet kantved.
E 1901 e voe savet kevread Aostralia dre unanidigezh 6 trevadenn bodet dindan an anv Commonwealth of Australia (Kenglad Aostralia) staget ouzh Rouantelezh Breizh-Veur. Ur gouarnamant dibar a zo bet staliet gant ur renad-parlamant hag ur vuhez politikel demokratel. Tizhet en deus ar boblañs 20,4 milion a dud, an darn-vuiañ anezho a zo o vevañ er c'hêrioù bras, an holl anezho war an aodoù. Ar c'hêrioù pennañ a zo Sydney, Melbourne, Brisbane, Perth hag Adelaide.