Arabia Petraea, anvet ivez Provincia Arabia, eo anv latin unan eus proviñsoù an Impalaeriezh roman en eil kantved. En em astenn a rae el lec'h m'emañ bremañ Jordania, kreisteiz Siria, Ledenez Sinai ha gwalarn Arabia Saoudat. Petra e oa anv ar gêr-benn. En-dro dezhi e oa proviñsoù Syria en hanternoz, Iudaea hag Aegyptus er c'hornôg.