Arpitaneg

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Arpitaneg
(Arpitan)
Perzhioù
Komzet e : Frañs, Suis, Italia
rannvroioù : Savoia, Daofinez, Lyonnais, Forez,
Bresse, Bugey, Franche-Comté, Suis romanek, Valais,
Piemonte, Traoñienn Aosta, Puglia
Rannved : Europa
Komzet gant : 77 000
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : er c'humunioù eus Piemonte (Italia) bet dibabet gante
ur statud kenofisiel gant an italianeg
Akademiezh :
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2 roa
ISO 639-3
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

An arpitaneg pe frankoprovañseg zo ur yezh romanek hag a vez komzet e lodennoù a Frañs, Suis hag Italia. Savet e oa bet an anv francoprovençal evitañ e 1873 abalamour ma tiskoueze ar yezh kaout doareoù ar galleg en un tu ha reoù ar provañseg en tu all. Ar ger «arpitan» a zo ur ger nevez (savet e oa bet er bloavezhioù 1970) hag a zo deuet da vezañ brudet. E Bro-Suis e reer «romand» ivez eus ar yezh.

Tachenn an arpitaneg. Glas teñval: tachenn m'eo degemeret hag ofisiel; glas etre: tachenn ma vez komzet; tachenn glas sklaer: tachenn dremen.
An arpitaneg pe frankoprovañseg etre tachennoù ar galleg hag an okitaneg.

Developed by StudentB