An askorn kroazell, pe sakrom, zo un askorn tric'hornek eus al lestr, e traoñ al livenn-gein hag etre an daou askorn klun. Koublet eo e krec'h ouzh mellenn ziwezhañ an dargreiz hag en traoñ ouzh an askorn belost. Lodenn greiz an askorn kroazell zo krommet war-zu ar peñsoù, ar pezh a ro muioc'h a blas e kavenn al lestr.
Graet eo an askorn kroazell gant pemp mellenn, distag an eil diouzh eben er vugale, hag a gendeuz d'an oad deuet (etre 18 ha 26 vloaz peurliesañ).