An Atrebates[1] (e latin), pe Atrebated[2] (e brezhoneg), a oa unan eus pobloù Gallia Belgica. Ul lodenn anezho a oa aet da vevañ da greisteiz Enez Vreizh.
Diazezet e oant er vro etre ar Somme hag an Escaut, er pezh a zo aet d'ober Artez diwezhatoc'h, en-dro da gêr Arras. Nemetocenna pe Nemetacon e oa o c'hêr-benn (Arras hiziv).
Talvoudegezh an anv e vefe, en ur stumm stambouc'het : Ar re hag a zo o chom e-barzh ar vro, da lavarout : ar re hag a zo mistri, perc'henned, war ar vro.