Attila

Ur pennad Attila (anv-badez) zo ivez.
Delwenn Attila an Hun en ur mirdi en Hungaria e 2005.
Attila , hervez Eugène Delacroix.

Attila ( ? c. 406453), a vez graet anezhañ Attila an Hun alies ivez, a oa penn bras an Huned eus 434 betek e varv e 453. Ur gwir impalaeriezh a oa dindan e veli, 'n em lede eus ar stêr Oural betek ar Roen hag eus ar stêr Danav er su betek ar Mor Baltel en norzh.
E-pad e renad e voe meizet evel gwashañ enebour an Impalaeriezh roman ar Reter hag hini ar C'hornog. Koulskoude ez eus bet kontet meur a Hun dije stourmet evit difenn an impalaeriezh roman ; keneil da Attila e oa Flavius Aetius[1].

Div wech eo bet treuzet an Danav gantañ hag e preizhas ar Balkanioù, ha klask tapout Constantinopolis met c'hwitout a reas war e daol. Klask a reas aloubiñ ivez Galia. Treizhañ a reas ar Roen e 451 ha mont betek Aurelianum (Orleañs) a-raok bezañ faezhet en Emgann Campus Mauriacus er Champagn, nemetañ emgann bet kollet gantañ. Da heul ec'h aloubas Italia, hag ober e renkoù e proviñsoù an norzh, ha klask kemer Roma, met c'hwitout a reas war e daol adarre. En e soñj e oa kendelc'her ar brezel enep ar Romaned met mervel a reas er bloaz 453.

  1. Maurice Bouvier-Ajam : Attila, Librairie Jules Tallandier, 2004 (ISBN 978-2-23502-225-5) ; Georges Bordonove : Les rois qui ont fait la France – Clovis et les Mérovingiens, Pygmalion, 2009 (ISBN 978-275640-244-4) ; François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains ; 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C, Éditions Errance, 1994 (ISBN 978-2-87772-390-9)

Developed by StudentB