Azeri (Azərbaycan dili, Азәрбајҹан дили) | |
---|---|
Toleadoù ma vez komzet azeri | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Azerbaidjan, Iran, Jorjia, Irak, Rusia, Turkia |
Rannved : | Kreiz Azia |
Komzet gant : | 45 - 50 000 000 a dud |
Renkadur : | ~ 50 |
Familh-yezh : | Yezhoù altaek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Azerbaidjan |
Akademiezh : | hini ebet |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | az |
ISO 639-2 | aze |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | AZB |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
An azeri[1], [2], pe azerbaidjaneg[2], pe azerieg(Daveoù a vank) (azeri : Azərbaycan dili, Азәрбајҹан дили; distagadur (LFE): /azærbajʤan dili/), a zo ur yezh turkek a vez komzet e Kreiz Azia gant tro-dro da 35 milion a dud. An darn vrasañ eus ar gomzerion, ne vevont ket en Azerbaidjan (9.2 milion a gomzerion) e-lec'h m'emañ ar yezh ofisiel, met kentoc'h en Iran. Komzet e vez ivez e Dagestan, Jorjia, norzh Irak ha reter Turkia.