Azia ar Mervent, pe a-wechoù Azia ar C'hornaoueg, pe Kornôgazia, a zo un termen a vez graet mui-ouzh-mui gantañ e-lec'h Reter-Nesañ pe Reter-Kreiz a vez gwelet evel bezañ ur sell eus savboent Europa hepken. Lakaet e vez e-barzh ar riezoù eus al Ledenez Arab (Arabia Saoudat, Yemen, Oman, EAU, Qatar, Bahrayn, Koweit), reoù Kaokaz ar su (Jorjia, Armenia, Azerbaidjan), Iran, hag ar pezh a zo etre an daou: Anatolia gant Turkia, hag ar pezh a vez anvet alies “ar Greskenn Strujus” (Siria, Liban, Israel, Palestina, Jordania, Iraq). Kiprenez, a zo un enezenn e reter ar Mor Kreizdouar. Un darnig eus Egipt (Sinai) a zo ivez da vezañ lakaet en isrannved-mañ evit a sell an douaroniezh.