Banniel Katalonia

Banniel Katalonia
Banniel Katalonia
Banniel Katalonia
Kenfeurioù 2:3
Kod bannielouriezh

Banniel sivil ha stad (e Kumuniezh Emren Katalonia)

Implij ofisiel 1933-1939; 1979-bremañ
Livioù (pantone)
  • ██ melen P116C
  • ██ ruz P186C
  • Banniel Katalonia a zo melen gant peder bandenn ruz a-led. Graet e vez Senyera (ger a dalvez "banniel", "astandard"...) anezhañ. Unan eus ar c'hoshañ bannieloù anavezetañ en istor Europa eo (IXvet kantved). Diazezet eo war skoed konted Barcelona. Un orin mojennel en deus. Hervez ar vojenn e oa melen skoed ar c'hont Guifré ha roudoù e vizied gwadek en doa merket warnañ. Ofisiel eo e Kumuniezh Emren Katalonia, hag implijet ivez gant ti-kêr L'Alguer, ur gêr gatalanek e Sardinia. Kavet e vez ar banniel-se da ziazez bannieloù meur a vro gatalan all, hag ivez pelloc'h (evel Provañs).


    Developed by StudentB