Barbara Nikomedia

Santa Barbara, livet gant Jan van Eyck, (war-dro 1437) Koninklijk Museum voor Schone Kunsten, Antwerpen,
Merzherinti Barbara, gant Pinturiccio. Ar santez o tec'hel. Ranndi ar pab Alesant VI Borgia.

Barbara Nikomedia, pe Barba peurvuiañ e brezhoneg, a oa, hervez ar vojenn, ur werc'hez hag ur verzherez kristen eus an IIIe kantved, marteze eus Nikomedia, en Azia Vihan, hag a voe dibennet abalamour d'he feiz.

Kastizet e voe he bourevier gant un taol-kurun. Setu perak e vez pedet Barba a-enep d'an dañjerioù a varv trumm stag ouzh an taolioù-kurun, an tan, an tredan. Enoret e vez e Breizh, er Faoued dreist-holl, ha brudet eo chapel santez Barban ar Faoued.

Tennet eo bet hec'h anv eus anvioù ar sent ofisiel abalamour ma ne oa ket asur gwirionded ar vojenn.


Developed by StudentB