Bedreuziad COVID-19

Wikipedia ne ro ket alioù mezegel pe yec'hedel
Titouroù diamzeriet pe diwir a c'hall bout er pennad-mañ. Un den a vicher war ar vezegiezh hepken a c'hall reiñ un ali mezegel deoc'h, ha pennadurezhioù yec'hedel ho pro hepken zo anaoudek war ar c'hemennoù da reiñ a-fet ar yec'hed foran.
Diwar-benn Bedreuziad ar c'hCOVID-19 e 2019 ha 2020 eo ar pennad-mañ. Gwelit COVID-19 m'emaoc'h o klask deskrivadur ar c'hleñved, SARS-CoV-2 m'emaoc'h o klask deskrivadur ar viruz.
Red COVID-19 dre ar bed (30 Meurzh 2020)
  • ██  > 100 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  10–100 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  1–10 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  0.1–1 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  0.001–0.1 den klañv evit 100 000 annezad
  • ██  N'eus den klañv ebet disklêriet/N'eus den ebet
  • D'ar 1añ a viz Kerzu 2019 e stagas ur c'hleñved da redek e kêr Wuhan, e Republik Pobl Sina : ar c'hCOVID-19. Ur c'hurunviruz nevez, anvet SARS-CoV-2, a oa krog da redek dre Wuhan, kêr-benn proviñs Hubei. Meur a zen a oa bet tapet gant tanijenn skevent hep ma vefe sklaer eus pelec'h e teue ar c'hleñved. An holl pareoù implijet a oa chomet diefed. Buan a-walc'h e oa deuet war-wel e oa eus un eskemm den-den evel doare treuzkas. An niver a dud klañv a oa aet buan war gresk betek tizhout milieroù a dud e fin miz Genver 2020. Meur a vro a oa bet tapet gant ar c'hleñved ouzhpenn Sina, en Europa, Norzhamerika ha dreist-holl en Azia. Mare goradur ar c'hleñved (pa vezer kontamet betek ar c'hentañ azonoù) zo etre 2 ha 14 devezh. Gallout a ra un den klañv binimañ tud all pad ma vez klañv met ivez e-pad meur a zevezh ur wech pareet. An azonoù zo lies met an daou azon diazez eo an derzhienn uhel hag ur skuizhder bras. Goude-se e krog kudennoù gant ar reizhiad analañ, kudennoù gant al lounezh, ar reizhiad gwazhiadur. Gellout a reer mervel diwar ar c'hleñved.

    Diaes spontus eo kaout sifroù skiantel war an niver a dud klañv hag an niver a dud marvet. D'ar 1añ a viz C'hwevrer 2020 e voe embannet gant Sina e vefe bet 361 den marvet nemetken ha 17 300 den klañv. Hervez skiantourien arbennikaet war ar c'hleñvedoù-red, e vefe e-tro 44 000 den klañv d'ar 27 a viz Genver hag e miz C'hwevrer e vefe 100 000 den klañv d'an nebeutañ, pell-tre diouzh sifroù ofisiel ar vro[1].

    D'an 11 a viz Meurzh 2020 eo disklêriet gant Aozadur Bedel ar Yec'hed eo deuet kleñved-red Wuhan da vezañ ur bedreuziad.

    Evit ar 26 a viz Meurzh a oa bet testeniekaet ouzhpenn 522 000 den klañv gant ar c'hCOVID-19 en ouzhpenn 190 bro ha tiriad, gant 23 701 den marvet gant ar c'hleñved hag ouzhpenn 123 000 den pareet[2].

    1. Ouest-France, « Connaît-on vraiment le taux de mortalité du coronavirus »
    2. Johns Hopkins University, « Coronavirus COVID-19 Global Cases by the Center for Systems Science and Engineering (CSSE) at Johns Hopkins University (JHU) ». Lennet d'ar 27 a viz Meurzh 2020

    Developed by StudentB