Unaniezh Europa
| |||||
---|---|---|---|---|---|
Koninkrijk België Royaume de Belgique Königreich Belgien | |||||
| |||||
Ger-stur Eendracht maakt macht (nl) L'union fait la force (fr) Einigkeit macht stark (de) | |||||
Yezhoù ofisiel | nederlandeg, galleg, alamaneg | ||||
Kêr-benn | Brusel | ||||
Statud politikel | Rouantelezh vonreizhek | ||||
Dizalc'hiezh embannet anavezet |
(diouzh an Izelvroioù) 4 a viz Here 1830 19 a viz Ebrel 1839 | ||||
Roue | Fulup Belgia | ||||
Kentañ Ministr | Alexander De Croo | ||||
Gorread -En holl -% dour |
32 545 km² 6,2% | ||||
Poblañs - 2004 war-dro - Stankter ar boblañs |
10 400 000 336/km² | ||||
Moneiz | Euro (EUR) | ||||
Kan broadel | Brabançonne | ||||
Devezh ar vro | 21 a viz Gouere | ||||
Kod war ar Genrouedad | .be | ||||
Kod pellgomz | 32 |
Ur stad eus Europa eo Belgia (e nederlandeg: België, galleg: Belgique, alamaneg: Belgien) pe, hervez e anv leun, Rouantelezh Belgia. E kornaoueg ar c’hevandir emañ, etre Mor an Hanternoz er gwalarn, an Izelvroioù en norzh, Alamagn ha Luksembourg er reter, ha Frañs er su hag er mervent.
Anvet oa Belgia, rouantelezh an izel-vroioù ha dugelezh meur al luksembourg er XVvet- XVII vet kantved, dindan an anv Izel-vroioù, rannvro a glote gant un tiriad un tamm mat brasoc’h eget ar Benelux a-vremañ, rak rannvroioù evel Lille, Arras, Douai Valenciennes, Montmédy, pe c’hoazh Thionville a oa ul lodenn anezho. Kaezar en doa graet Gallia Belgica, gant Trèves da gêrbenn.
Ur greizenn genwerzh, sevenadurel, ha politikel a oa eus fin ar grennamzer betek an XVIIvet kantved ha liesetnel. Eus ar XVI vet kd betek ar reveulzi belch e 1830, pa voe savet disrann diouzh an Izel-vroioù, tiriad Belgia a voe tachenn emgann un toullad krogadoù. Diplomatek e oant peurvuiañ, etre galloudoù european a-bep seurt, evit-se e voe graet talbenn emgannioù Europa anezhi. Da vare ar reveulzi industriel, e kemeras perzh Belgia hag e voe eil galloud industriel ar bed, goude bro Saoz e-pad tost d’ur c’hantved. Derc’hel a reas meur a drevadenn en Afrika, Angola da sk.
Eil hanterenn an XXvet kantved a voe merket gant bec’hioù etre flamaned ha Walloned, abalamour d’an div yezh ha d’an diorren ekonomikel dizingal eus an div rannvro. Diwar ar c’hudennoù se ez eus savet meur adreizhadennoù meur.