Berlin | |
---|---|
Lec'hiadur | |
Daveennoù : |
Gwerzhid-eur : UTC+1/ Hañv UTC+2 |
Banniel | Ardamez |
Titouroù | |
Gorread | 891.82 km² |
5 370 km² (meurgêr) | |
Poblañs | 3 769 495 (kêr), (12/2020) |
4 429 847 (meurgêr) | |
Stankted | 4 108 annezad/km² |
Uhelder | 34 – 115 m |
Kod post | 10001-14199 |
Evit pellgomz | +49-30 |
Politikerezh | |
NUTS | DE3 |
Bro | Alamagn |
Land | Berlin |
Karterioù | 12 Bezirke (arondisamant) |
Bourc'hvestr | Franziska Giffey abaoe 2021 |
Strollad politikel | SPD / Die Grünen / Die Linke |
Kenaozadenn al Abgeordnetenhaus (147 dileuriad, sifroù 2021) |
SPD 36 Die Grünen 32 CDU 30 Die Linke 24 AfD FDP 12 |
Lec'hienn | www.berlin.de |
Berlin (distagañ : /bɛɐ̯ˈliːn/ [1]) eo kêrbenn Alamagn. E biz Alamagn emañ. Ur gêr hag ul Land eo. Brasoc'h evit al Land eo tolead kêr Berlin, ennañ ouzhpenn 5 milion a dud a orin eus 190 broad disheñvel. E-touez 10 meurgêr bobletañ Unvaniezh Europa emañ[1]. En XIIvet kantved eo bet krouet ha bet eo Berlin kêr-benn Rouantelezh Prusia (1701-1871), hini an Impalaeriezh alaman (1871-1918), hini Republik Weimar (1919-1933) ha hini an Trede Reich (1933-1945). Goude 1945 ha betek diskar moger Berlin e 1989 e voe rannet e pevar zachad-aloubiñ. E-pad ar Brezel yen e teuas Berlin ar Reter da vezañ kêr-benn DDR tra ma oa stag Berlin ar C'hornôg ouzh BRD. Adlakaet eo bet Berlin da gêr-benn Alamagn e 1990 goude adunvaniñ ar vro. Ur gêr a-bouez bras a-fet arz ha sevenadur eo. Enni e kaver 165 mirdi, 146 levraoueg ha 60 c'hoariva[2]. E 2008 e voe gweladennet Berlin gant war-dro 8 milion a douristed[3].