Ar ger bevoniezh a zo bet savet diwar ar brezhoneg bev-, ur penngef hag a denn d'ar boudoù a zo buhez enno, ar bevien a vez graet anezho.
Implijet e vez ivez an termen biologiezh, savet diwar ar gregach βίος = buhez ha λόγος = gouiziegezh.
Ur skourr eus Skiantoù an Natur eo ha gouestlet eo da studi ar vuhez diwar an holl savboentoù a c'hell bezañ kavet :
Savet ez eus bet meur a renkadurezh evit ar bevien goude ma oa bet kinniget gant ar Svedad Carl von Linné er XVIIvet kantved renkañ anezho e daou renadur : al loened hag ar plant. Bremañ e vez kinniget sistemoù kladistik gant muioc'h eget ugent renadur.
Ar skiant a denn da studi ar vuhez eo ar vevoniezh, ha da gentañ ar mikro-organegoù hag a zo ar bakteri, ar c'huanobakteriennoù (?) hag ar mikroplasmoù, met an darn vuiañ eus ar vevoniourien n'eo ket evit sellout ouzh ar viruzoù, ar viroidoù hag ar prion evel bevien.
Anvet eo kellennoù eukariot ar c'hellennoù a zo dezho an dafar genetek rodellet en ur galonenn ha gwarezet gant ur goc'henn. An organegoù-mañ a vez graet eukarioted anezho.
Koulskoude ez eus organegoù unkellennek hag a zo o dafar genetek strewet e-barzh o c'hitoplasm hep kalonenn ebet. Ar seurt kellennoù-mañ a vez graet prokarioted anezho.