འབྲུག་ཡུལ Druk Yul | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Kan broadel | Druk tsendhen | ||||||
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel | Dzongkha, Saozneg | ||||||
Kêr-benn | Thimphu | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
47 500 km² <0.1% | ||||||
Poblañs -Hollad -Stankder ar boblañs |
2 232 291 (2005) 45/km² | ||||||
Roue | Jigme Khesar Namgyel Wangchuck (འཇིགས་མེད་གེ་སར་རྣམ་རྒྱལ་དབང་ཕྱུག་) | ||||||
Kentañ ministr | Tshering Tobgay (ཚེ་རིང་སྟོབས་རྒྱས) | ||||||
Gouel broadel | 8 a viz Eost | ||||||
Moneiz | 1 Ngultrum = 100 chetrum | ||||||
Kod pellgomz | 975 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .bt |
Bhoutan 'zo ur vro vihan sko ouzh an Himalaya, dindan 47 000 km2 pe war-dro, ur stumm hirgarrezek dezhañ. En norzh hag er gwalarn dezhi emañ Tibet (e dalc'h Sina), hag a-hend-all India (su ha mervent). E su ar vro e kaver plaenennoù ha traoñiennoù, mat evit al labour-douar (riz ha frouezh trovanel). E kreiz ar vro hag en norzh ez eus menezioù uhel-tre, un darn eus an Himalaya. Menez uhelañ: Khula Kangri I (7 553 m).
En tu-hont da div drederenn eus an douaroù a zo dindan goad ha savet e vez loened war un dekvedenn bennak eus douaroù ar vro.
Hin : istrovanel er su, kerreizh e kreiz ar vro, ha hin-venez evit ar peurrest.
2 232 291 a dud a zo o vevañ enni. Thimphu eo he c'hêr-benn.
Relijionoù : boudaegezh Yezhoù: Bhoutaneg (dzongkha), rannyezhoù nepalek ha tibetek.
Pobloù: Bhotiaed, Nepaled
Doare gouarnamant : monarkiezh diharz
Ekonomiezh : labour-douar, labour ar c'hoad.
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud ispisial: Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.
Azia: Arabia Saoudat° • Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Emirelezhioù Arab Unanet^ • Japan • Jordania* • Kambodja^ • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Thailand
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Grenada • Jamaika • Kanada • Papoua Ginea-Nevez • Rouantelezh Unanet • Saint Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Zeland-Nevez
Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • an Izelvroioù • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^
° monarkiezh absolut, * monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù