Iskevrennad eus | kementad |
---|---|
Rann eus | International System of Quantities |
Unit symbol | bit, b, bit |
Kementad fizikel muzuliet | information, equivalent binary storage capacity |
Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/bit |
Ar bit eo an unanenn binarel a gementad stlennel. Dont a ra ar ger bit eus ar saozneg binary digit, a dalv kement ha « sifr daouredel »[1]. Da lavarout eo, ur sifr na c’hell talvezout nemet 0 pe 1.
Kement hag "un tamm" e talv an dro-lavar saoznek a bit of. John Tukey a c'hovelias ar ger bit, ha gant Claude Shannon eo bet ledet e-mesk an dud[1].
Arabat eo droukveskañ bit gant ar ger saoznek byte a droer dre liesbit e brezhoneg, hag a dalvez ur steudad bitoù. Pa vez 8 bit en ul liesbit e teu da vezañ un eizhbit.