Sinoù diakritek |
---|
Sin diakritek
Breve ( ˘ )
Krogig / Dấu hỏi ( ̉ ) |
Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek |
Skrab ( ’ ) |
Breve (diwar al latin]: brevis "berr"), eo an anv a roer d'ur sin diakritek implijet gant al lizherenneg latin, gantañ stumm ul linenn vihan (˘) lakaet a-us d'ur vogalenn, da skouer Ă, ă, evit diskouez e vez distaget berr.
Daoust dezhi da gaout ur stumm heñvel outañ e ranker ober an diforc'h etre ar sin diakritek-mañ hag ar c'haron:
Implijet e vez evit skrivañ al latin e geriadurioù, dornlevrioù ha yezhadurioù, hag ivez gant ar roumaneg evit ober diouzh ar son [ə], da skouer măr «aval». En esperanteg e vez implijet evit diskouez ez eo nann-silabennek ar vogalenn u, distaget [w]. Implijet e vez ivez evit skrivañ ar vietnameg.
Ur breve an hini eo, kentoc'h evit ur c'haron a gaver a-us d'ar gensonenn g (ğ) e turkeg, tatareg hag azerieg.
Implijet e vez ivez gant al lizherenneg kirillek evit ober an diforc'h etre й ha и. E belaruseg e talvez evit skrivañ an u berr ([[kirillek: ў) hag e tchouvacheg e vez implijet evit diskouez ec'h eo hir ar vogalennoù a hag e.
Hervez reolennoù sistem romanekadur ar sinaeg anvet pinyin e vez implijet e evit ober diouzh un donenn.