Brezel Irak | |||
---|---|---|---|
Tamm eus War on Terror | |||
Bukit war bep skeudenn | |||
Maread | 20 Meurzh 2003 – 18 Kerzu 2011 (8 vloaz, 8 miz ha 28 devezh) | ||
Lec'h | Irak | ||
Abeg | • Prezidant SUA George Walker Bush a ziskleir ar brezel da Irak S. Hussein lakaet da gablus da Walldaolioù en SUA. • Lodenn eus politikerezh SUA ar "War on Terror" | ||
Disoc'h | Trec'h ebet, abalamour da emled ar feulster dre Irak a-bezh ha savidigezh ar Stad Islamek goude loc'h SUA hag he c'hevredidi. | ||
Emgannerien | |||
| |||
Pennoù-brezel | |||
|
Oberiadur brezel Iraqi Freedom pe Aloubadeg Irak pe c'hoazh Dieubidigezh Irak a vez graet eus ar brezel en Irak gant ar Stadoù-Unanet hag e harperien a-enep gouarnamant Saddam Hussein. Lodenn gentañ ar brezel a vez graet Aloubadeg Irak o welet lu ha gouarnamant Irak trechet gant an alouberien. Siwazh dezho kenderc'hel a raio ar brezel ur wech trec'het ar vro reizh gant emsaverien a-bep seurt o talañ ouzh dalc'hidigezh ar vro. Memes ur wech lakaet e-plas ur gouarnamant da c'hortoz e kendalc'ho ar brezel o welet muioc'h-mui ar vro o vezañ rannet dre ar relijion. Istimet e vez etre 151 000 betek 600 000 pe muioc'h an niver a irakian bet lazhet e-pad an 3 pe 4 bloavezh brezel kentañ. Ar Stadoù-Unanet a guitaas ar vro e 2011 met a voe rediet da zont en-dro er bloavezh 2014 e-penn ur gevredad nevez evit klask lakaat harz d'an emsavadegoù lies o freuziñ Irak.