Iskevrennad eus | low-intensity conflict |
---|---|
Lec'h | Amerika Latin, Azia, Afrika, Europa |
Raklec'hiet gant | Eil Brezel-bed |
Heuliet gant | post–Cold War era |
Deiziad | 1946 |
Deiziad kregiñ | 1945 |
Deiziad echuiñ | 25 Kzu 1991 |
Perzhiad | Bloc'had Reter, Bloc'had Kornôg |
Abeg pennañ | superpower |
Studiet gant | history of the Cold War |
Brezel Yen zo bet graet eus ur prantad bec'h padus, adalek fin ar bloavezhioù 1950 betek dibenn ar bloavezhioù 1990, ma veze kevezerezh etre Stadoù Unanet Amerika (SUA) diouzh an eil tu hag an Unvaniezh Soviedel (URSS) hag ar broioù kevredet ganti diouzh an tu all.
Kornôg Europa ha Japan e oa ar broioù kevredet gant SUA. An darn vrasañ eus ar re a oa kevredet gant an Unvaniezh Soviedel a oa Reter Europa ha Republik Pobl Sina (a-raok an torr etre an URSS ha Sina).
E-pad ar prantad-se e voe kevezerezh war tachenn ar brezelioù bihan, ar c'hevrediñ nerzhioù milourel, an ideologiezh, hag ar c'hrouiñ ha produiñ armoù a bep seurt ha dreist-holl an armoù nukleel.
Hervez Bernard Baruch, anezhañ un den-stad en SUA brudet gant ar c'hazetenner Walter Lippmann, e talvez an droienn Ar Brezel Yen ur prantad bec'h bras etre SUA hag Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel pe URSS etre 1947 ha 1991, hag int bet kevredet e-pad an Eil Brezel Bed. Hervez Raymond Aron e oa ur "brezel bevennet" pe ur "peoc'h brezelek" en ur bed daoubolel ma klaske an daou du chom hep tagañ an eil egile. Anavezet eo an dro-lavar "peoc'h dibosupl, brezel diasur".
Un toullad emgannoù, adalek brezel Korea, brezel Vietnam betek brezel Afghanistan, o deus skeudennaouet ar brezel ameeun etre Soviediz ha stadunanadiz, gant kemer perzh o gevredidi. Broioù an trede bed evel India gant Nehru, Ejipt gant Nasser ha Yougoslavia gant Tito o deus savet e-pad un amzerig emsav ar re zisteud o tisklêriañ evel-se o neptuegezh hag o c'hoari gant ar c'hevezerezh etre an daou vloc'had evit sevel aotreadurioù.