Rann eus | Eil Brezel-bed |
---|---|
Lec'h | Meurvor Habask |
Deiziad | 2 Gwe 1945 |
Deiziad kregiñ | 7 Kzu 1941 |
Deiziad echuiñ | 2 Gwe 1945 |
Brezel ar Meurvor Habask, anvet ivez a-wezhioù Brezel Azia hag ar Meurvor Habask[1] a ra anv dre vras eus emgannoù an Eil Brezel-bed er Meurvor Habask, e inizi, hag en Azia ar Gevred, anvet neuze Reter-Pellañ. An anv a vrezel ar Meurvor Habask a vod an darvoudoù eus tachenn emgann ar Meurvor Habask, tachenn emgann Gevred ar Meurvor Habask, tachenn emgann Azia ar Gevred hag eil Brezel Sina ha japan, hag ivez re Brezel Japan hag URSS 1945.
Alies e lakaer Brezel ar Meurvor Habask da gregiñ d'ar 7/8 a viz Kerzu 1941 gant aloubadeg Thailand gant Japan[2] aloubadeg Malaysia saoz, ha tagadenn Pearl Harbor e Hawaii gant Impalaeriezh Japan[3],[4],[5],[6] Lod a soñj dezhe e c'haller lakat ar brezel en Azia da gregiñ ken abred hag ar 7 a viz Gouere 1937, gant an eil brezel etre Republik Sina ha Bro-Japan, pe d'an 19 a viz Gwengolo 1931, gant aloubadeg Manchouria gant ar Japaned.[7] Koulskoude e lakaer Brezel ar Meurvor Habask da gregiñ peurliesañ, e deroù miz Kerzu 1941, pa zeuas ar brezel etre Sina ha Japan da vezañ unan eus tachennoù emgann an Eil Brezel-bed.[8],[9].
Enebiñ a reas ar brezel ar Gevredidi hag Impalaeriezh Japan, skoazellet en un doare berr gant Thailand hag ivez gant broioù an Ahel, an Trede Reich hag Italia faskour. Bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki, ha bombezadegoù all gant aerlu ar Stadoù-Unanet, heuliet gant aloubadeg Manchouria gant ar Rused d'an 8 a viz Eost 1945, a redias Japan da godianañ hag e echuas an Eil Brezel-bed d'ar 15 a viz Eost 1945. Kodianadur ofisiel Japan a oa sinet e bourzh al lestr-brezel USS Missouri BB-63 6 e Bae Tokyo d'an 2 a viz Gwengolo 1945.