Iskevrennad eus | predeneg ar mervent |
---|---|
Rann eus | yezhoù rannvroel Frañs |
Anv er yezh a orin | brezhoneg, Brezhoneg |
Stad | Frañs |
Genidik a | Breizh, Rannvro Breizh |
Deiziad kregiñ | 5. century |
Linguistic typology | Yezh VSO, Yezh V2, Nominativel-akuzativel, yezh enteuzel |
Reizh yezhadurel | gourel, benel |
Lizherenneg | lizherenneg ar brezhoneg |
Language regulatory body | Ofis publik ar brezhoneg |
Statud ar yezh hervez an UNESCO | 4 en arvar bras |
Ethnologue language status | 7 Shifting |
Hashtag | bzhg |
Has conjugation class | regular Breton conjugation |
Rummad tost | Category:Breton pronunciation |
Kod yezh Wikimedia | br |
Brezhoneg | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Breizh |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | etre 206 000[1] ha 295 000[2]. |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | br |
ISO 639-2 | bre |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | BRE |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh keltiek a orin eus Enez Vreizh (Breizh-Veur/Preden) hag eus skourr ar yezhoù predenek eo ar brezhoneg, pe ar breton e lec'hioù zo[3]. Deuet e vije diwar ur voutinded yezh a vije bet etre Enez Vreizh ha Breizh Vihan (Arvorig) e-tro dibenn an Henamzer. A-gozh e vez komzet ha skrivet e Breizh.
Biskoazh ne voe komzet en darn vuiañ eus Breizh-Uhel (Bro-Naoned ha Bro-Roazhon), buan e yeas da get e Bro-Zol hag e Bro-Sant-Maloù levezonet-don e voe gant ar romaneg e bro Werrann hag e Bro-Wened[4] Tamm-ha-tamm ez eas ar brezhonegva war-gil ; hiziv ne vez komzet nemet e Breizh-Izel, er c’hornôg d’ul linenn hag a dreser dre vras eus Plouha da Wened)[5].