Bro-C'hall

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Bro-C'hall ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Unaniezh Europa
Republik c'hall
(fr) République française
Banniel Ardamezioù
Kan broadel La Marseillaise
Yezh ofisiel Galleg
Kêr-benn Pariz
Gorread
• En holl
• % dour

675 417 km²
0.26%
Poblañs
• Hollad
• Stankter

‎67 064 000 (2020)
99.29/km²
Prezidant Emmanuel Macron
Kentañ ministr Michel Barnier
Gouel broadel 14 a viz Gouere
Moneiz Euro (€)
Kod pellgomz 33
Kod Internet .fr

Bro-C'hall zo ur riez hag emañ he ziriad brobennat en Europa ar C'hornôg. Gallaoued eo an dud zo o chom enni. Pariz eo kêr-benn Bro-C'hall ha sez padus ar riez abaoe an XIIIvet kantved (nemet e oa Versailhez etre 1682 ha 1789 ha Vichy etre 1940 ha 1944) .

Anvet e vez Frañs ivez, diwar ar ger latin "francia", a oa deuet en anv ar rouantelezh kozh Royaume de France (a oa bet Rouantelezh ar Franked un tamm a-raok). En Henamzer e veze graet Galia eus un darn eus he zachennad, met e Galia gozh edo Belgia, Alamagn, Suis, Italia hag Spagn.

République française (Republik c'hall) eo an anv ofisiel a-hiziv. Stag ouzh Bro-C'hall ez eus bet un impalaeriezh e-pad kantvedoù. Eus an impalaeriezh-se e chom c'hoazh meur a diriad strewet er bed a-bezh : an departamantoù ha tiriadoù tramor int.

Ezel eus Unaniezh Europa, eus takad an euro hag eus Emglev Schengen eo Bro-C'hall. Un ezel padus eus Kuzul-surentez Aozadur ar Broadoù Unanet eo ivez.

Un emglev milourel pennañ he deus graet Bro-C'hall p'eo bet sinet gant Feur-emglev Norzh-Atlantel e 1945 hag ezel diazezer eo eus Aozadur ar Feur-emglev Norzhatlantel (AFNA). Aet eo kuit eus ar renadur milourel enframmet e-pad ur pennad brav war atiz Charles De Gaulle, met distro eo e-barzh bremañ. Ur galloud nukleel eo ivez.

Diazezet eo bet he zalvoudegezhioù politikel war Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour(Daveoù a vank). Eus mare an Dispac'h gall e teu arouezioù pennañ ar Republik c'hall : he c'han broadel ar Marseillaise, he deiz broadel ar 14 a viz Gouere, deiz kemeridigezh ar Bastille, Marianne personadur ar Republik c'hall, hag he banniel krouet gant livioù Pariz (ar glaz hag ar ruz) etre liv ar roue (ar gwenn).


Developed by StudentB