Arouezioù broadel | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Ger-ardamez | Dieu et mon droit (Galleg: Doue ha ma gwir) | ||||
Gouel broadel | Gouel Jord : 23 Ebrel | ||||
Kan broadel kinniget (diofisiel) | Land of Hope and Glory | ||||
Bro-Saoz hag ar broioù amezek dezhi | |||||
Yezh vroadel | Saozneg | ||||
Kêr-benn | Londrez | ||||
Gorread | 126 832 km² | ||||
Poblañs - Hollad (2007 ist.) - Tudegezh |
50 560 400 399 / km² | ||||
Rannvroioù | |||||
Bro-Saoz (pe Angleter[1]; saozneg: England /ˈɪŋlənd/) eo ar vrasañ eus ar peder broad a zo er Rouantelezh-Unanet.
War-dro 50 763 000 annezad a oa o vevañ eno e 2006. Londrez eo ar gêr-benn. Un harz he deus gant Bro-Skos en norzh, Kembre er c'hornôg ha Kerne-Veur er mervent. A-hent-all eo kelc'hiet gant morioù : Mor an Hanternoz, Mor Iwerzhon, ar Mor Keltiek, Kanol Bristol ha Mor Breizh.
N'eus yezh kefridiel ebet, met ar saozneg eo ar yezh vehikular ha yezh an dud dre vras. Al lur sterling (£) eo ar moneiz kefridiel.
Tennañ a ra hec'h anv saoznek (England) eus ur bobl eus Germania graet an Angled anezho, hag a stalias en Enez Vreizh er Vvet ha VIvet kantved, an anv brezhonek a zeu eus anv ur bobl all, hini ar Saksoned.