Buenos Aires


Avenida 5 de Mayo

Buenos Aires eo kêr-benn Arc'hantina. Ar gêr vrasañ hag ar porzh pouezusañ eo. 13 milion a dud zo enni o chom, hag unan eus brasañ kêrioù ar bed eo. Pennlec'h proviñs Buenos Aires eo ivez.

War lez ar Río de la Plata emañ, ar stêr a red etre Arc'hantina hag Uruguay, a-geñver da c'henoù ar stêr pa zegouezh gant ar Meurvor Atlantel, a-dal da Colonia del Sacramento en Uruguay.

Evel e New York eo kenstur an hentoù. « Porteños » (tud ar porzh) a vez graet eus an annezidi, a orin spagnol pe italian ar braz anezho.


Developed by StudentB