Ar Bundesrat pe Kuzul kevreadel eo ar c'huzul ma vez bodet kannaded eus ar 16 Länder (Bundesländer) a ya d'ober Alamagn. E Kambr aotrouien Prusia e Berlin emañ sez ar Bundesrat. Peter Müller, hag eñ Ministr-prezidant Saarland eo a zo prezidant ar Bundesrat er mare-mañ. Bep bloaz d'ar 1añ a viz Du e vez cheñchet prezidant ar Bundesrat, diwar poblañs al Länder eo e vez dibabet. Hag e kêrbenn al Land dibabet e vez aozet ar gouel broadel a vez d'an 3 a viz Here. Erlec'hier prezidant Alamagn eo prezidant ar Bundesrat. Pa vez votet er Bundesrat e vez votet dre vloc'hadoù en anv al Land. En degouezhioù ma c'hall izili ar Bundesrat kaout gwir da embann o veto e talvez chom hep votiñ kement ha votiñ a-enep. =
En holl ez eus 69 mouezh er Bundesrat : al Länder enno 7 milion a annezidi o deus 6 mouezh, ar re enno etre 6 ha 7 milion a annezidi o deus 5 mouezh, ar re enno etre 2 ha 6 milion hag ar re enno nebeutoc'h evit 2 vilion a annezidi o deus 3 mouezh. a annezidi o deus 4 mouezh. =
Gouarnamant ar c'hevread ar rank kinnig kement danvez-lezenn a zo d'ar Bundesrat a-raok ma vefe kinniget da izili ar Bundestag. Ma vez kinniget un danvez-lezenn enni galloudoù nevez d'al Länder hag a denn d'al lezenn-diazez e rank an danez-lezenn-se bezañ degemeret er Bundesrat (lezennoù asantiñ - Zustimmungsgesetze). E 1949 e oa 10% eus al lezennoù a dremene er Bundesrat, padal e oa 60% anezho e 1993, peogwir ez eus muioc'h-mui a lezennoù a dalvez en Alamagn a-bezh hag a denn ivez da c'halloudoù al Länder. Izili ar Bundesrat o deus gwir d'ar veto evit a sell ouzh an holl lezennoù-se, hag ivez gwir d'ar veto evit a sell ouzh kement lezenn all a zo (lezenn-klemm - Einspruchsgesetz). Da skouer e rank bezañ degemeret er Bundesrat kement lezenn a denn d'an tailhoù rannet etre ar c'hevread hag al Länder. Ar veto digargañ a c'hall bezañ nac'het gant dileuridi ar Bundestag, mete dav eo e vefe tizhet 2 drederenn eus dileuridi ar Bundestag evit hen ober. Ar galloud veto a vez splann pa vez disheñvel ar muianiver er Bundesrat diouzh hini ar Bundestag, ha meur a wech eo c'hoarvezet. Neuze e c'hall an traoù bezañ stanket, peogwir ne c'hall ket ar Bundesrat bezañ divodet.
Land | Poblañs | Mouezhioù | Kenunaniezh | |
---|---|---|---|---|
Baden-Württemberg | 10.736.000 | 6 █ █ █ █ █ █ | CDU ha FDP | |
Bavaria | 12.469.000 | 6 █ █ █ █ █ █ | CSU ha FDP | |
Berlin | 3.395.000 | 4 █ █ █ █ | SPD ha Die Linke | |
Brandenburg | 2.559.000 | 4 █ █ █ █ | SPD ha CDU | |
Bremen | 663.000 | 3 █ █ █ | SPD ha Die Grünen | |
Hamburg | 1.744.000 | 3 █ █ █ | CDU ha Die Grünen | |
Hessen | 6.092.000 | 5 █ █ █ █ █ | CDU ha FDP | |
Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg | 1.707.000 | 3 █ █ █ | SPD ha CDU | |
Saks-Izel | 7.994.000 | 6 █ █ █ █ █ █ | CDU ha FDP | |
Nordrhein-Westfalen | 18.058.000 | 6 █ █ █ █ █ █ | CDU ha FDP | |
Rheinland-Pfalz | 4.059.000 | 4 █ █ █ █ | SPD | |
Saarland | 1.050.000 | 3 █ █ █ | CDU | |
Saks | 4.274.000 | 4 █ █ █ █ | CDU ha FDP | |
Saks-Anhalt | 2.470.000 | 4 █ █ █ █ | CDU ha SPD | |
Schleswig-Holstein | 2.833.000 | 4 █ █ █ █ | CDU ha SPD | |
Thüringen | 2.335.000 | 4 █ █ █ █ | CDU | |
En holl | 82.438.000 | 69 |