Ar yuzeviezh c'hasidek pe c'hasidegezh (hebraeg : 'Hassidout חסידות, « deoliezh » pe « eeunded », eus ar wrizienn חסד a dalv « brokusted », yiddish : 'Hassidiche חסידיש ) a zo un emsav a nevezadur relijiel krouet er XVIIIvet kantved e Reter Europa.
E ziazezoù ideologel hag istorel a vez liammet peurliesañ ouzh Israel ben Eliezer, anvet Ba'al Shem Tov (« Mestr an Anv Mat » ; berrradur « Besht »), ha d'e gelennadurezh.
Emled buan ar c'hasidegezh hag ar fed en em santfe stag-kenañ e izili outi o deus sikouret anezhi da stourm ouzh un enebiezh padus. Kreñv oa an enebiezh-se anvet mitnagdegezh, e Lituania dreist-holl hag e Vilnius (Vilna gwechall) peurgetket. Aet eo an enebiezh war goazhañ met chom a ra c'hoazh. Deuet eo ar c'hasidigezh da vezañ unan eus c'hoarvoudoù kreiz istor modern ar yuzevien, unan eus dezverkoù sokial ha relijiel yuzevien Reter Europa eo deuet da vezañ.
Ma keñverier gant C'hareded (Haredim, "ar re a gren dirak Doue", yuzevien ortodoks) all e pouez ar C'hasided war ar genunvaniezh laouen gant Doue, dre ar c'han hag an dañs peurgetket. Ur perzh dibar all o deus : ar "rebbe" (kelenner) a gaver e penn ur gumuniezh c'hasidek a vez dibabet dre hêrezh. Alies e roer dezhañ an anv a Admor אדמור (berrradur adoneinou, moreinou verabbeinou : « hon aotrou, mestr ha rabin »).
Unan eus daou skourr kreñvañ ha pennañ an ortodoksiezh yuzev eo ar c'hasidegezh hirie an deiz (gant ar mitnagdegezh).