Carnutes

Galia er c’hentañ kantved kent JK

Ar g-Carnutes (hervez al latin), pe Karnuted[1] a oa unan eus pobloù galloudus Galia, diazezet etre ar stêrioù Sequana (Seine) ha Liger.

Gant douaroniourien an Henamzer e kaver meneg eus o c’hêrioù brasañ evel Autricum[2] (Chartres bremañ) ha Cenabum[3] (Orleañs bremañ). En-dro dezho e oa annezet ar Vituriged er c’hreisteiz hag ar Senones er reter.

Bro ar Garnuted he doa brud, e-touez ar Romaned, da vezañ kreizenn relijiel ar pobloù galian. E skridoù Julius Caesar e lenner en em vode drouized ar C’halianed eno, ur wech ar bloaz.

Er goañvezh 58–57 kent JK e klaskas Julius Caesar astenn e c’halloud war ar Garnuted, dre ober emglev gant o roue Tasgetios. Un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h e voe muntret Tasgetios gant ar Garnuted a oa en em savet ouzh ar Romaned. Kemer a rejont perzh en emsavadeg vras ar pobloù galian, renet gant Verkingetorix. C’hwezhet e voe an tan e Cenabum gant ar Romaned ha lazhet ar wazed a oa o chom eno tra ma oa gwerzhet ar maouezed hag ar vugale da sklaved. Gouest e voe ar Garnuted da gas 12 000 soudard da emgann Alesia, met rankout a rejont kodianañ, gant ar peurrest eus arme ar C'halianed.

Diwezhatoc’h e teuas pobl ar Garnuted, dindan ren an impalaer Aogust, da vezañ civitas soda pe foederati (pobl gevredet), gant o ensavadurioù hag o moneiz dezho. Autricum (Chartres) e oa o c’hêr-benn, betek an IIIe kantved, met e 275 e voe adsavet Cenabum gant an impalaer Aorelian ha dont a reas da vezañ anavezet evel Aurelianum pe Aurelianensis urbs (aet da "Orleañs" goude).

  1. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, pp. 101-102
  2. Ἀύτρικον, e Douaroniezh Klaudios Ptolemaios, II, 1
  3. Κήναβον, e Douaroniezh Strabon, V, 2, 3

Developed by StudentB