Ar chokolad a zo un toaz fardet gant kakao, anv greun ar wezenn gakao, ha sukr. Boued eo hag a vez kavet mat gant kalz a dud.
Eus ar c'hakao e tenner an amann kakao hag an toaz kakao. Kaledet int dre frikañ ha flastrañ anezho gant sukr, vanilha pe traoù all. Pa vez ouzhpennet laezh e komzer eus "chokolad dre laezh", a hend-all ez eus kaoz eus "chokolad du". Chokoload gwenn zo ivez, met n'eus ket toaz kakao e-barzh.
Malet e vez ar chokolad evit bezañ kinniget e stummoù diniver : plakennoù, delwennoùigoù, gwiskadennoù evit ar gwastilli, madigoù, vioù a vez kinniget e-leizh da vare Pask e lod broioù diwar al levezon gristen. Pa vez lakaet e stumm ur boultrenn, ouzhpennet flour dezhañ, e c'heller meskañ anezhañ gant dour pe laezh evit fardañ un died a vez evet gant kalz a dud ha gant ar vugale alies-tre. Implijet e vez evit fardañ kalz dibennoù-pred : gwastilli chokolad, diennoù, diennoù-skorn, tartez.
Ar flavonoid a gaver er chokolad du a zo un danvezenn mat-tre evit ar yec'hed. Tennet e vez kuit flavonoid ar chokoladoù all (chokolad dre laezh, chokolad gwenn...) dre m'eo un tammig c'hwerv.