Colt Single Action Army | |
---|---|
Revolver Colt Single Action Army savet e 1956 | |
Kinnig | |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Revolver |
Kalibr | .45 Colt (da gentañ), meur a galibr all goude eus ar .22 Long Rifle d'ar .45 ACP |
Saver | Colt |
Bloavezh krouidigezh | 1872 |
Mare servij | 1873 - 1945 (Stadoù-Unanet) |
Niver produet | War-dro 457.000 |
Pouez ha muzulioù | |
Pouez | 1.048 gram |
Hirder | 330 mm |
Perzhioù teknikel | |
Mont en-dro | Revolver un ober |
Endalc'h | Taboulin 6 tenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | D (skouerennoù kentañ), B (adalek an niverenn serienn 192.000 ha/pe gant ar meneg "SA" en niverenn)[1] |
Ar Colt Single Action Army, anvet ivez SAA, Model P, M1873 pe Peacemaker (Peoc'haer) zo ur revolver un-ober savet e 1872 evit gouarnamant Stadoù-Unanet Amerika gant ar Colt's Patent Firearms Manufacturing Company (anvet bremañ Colt's Manufacturing Company). Arm-dorn standard an U.S. Army e voe eus 1873 betek 1892.
Poblek e voe ar Colt SAA e dibenn an XIXvet kantved e SUA e-mesk ar boliserien, an dorfedourien hag ar c'howboyed. Un arouez eo eus astenn ar vro war-zu ar c'hornôg. Meur a adstumm anezhañ a zo bet kinniget, e 30 kalibr disheñvel hag hirderioù kanol a bep seurt. Ur pezh dastumadeg eo deuet da vezañ ha gwerzhet e vez skouerennoù nevez gant an embregerezh Colt c'hoazh.[2]
E 2011 e voe dibabet ar Colt SAA evel arm ofisiel Arizona goude ur votadeg gant Sened ar Stad.[3]