Iskevrennad eus | Comic |
---|---|
Stad | Stadoù-Unanet |
Comic eo ar ger a vez implijet er Stadoù-Unanet evit envel bannoù-treset. N’eo ket gwelet ar sevel bannoù-treset evel un dra sirius pe arzel er Stadoù-Unanet, setu perak e soñj da dud zo e talvez ar ger da envel istorioù evit ar vugale. Abalamour da se eo bet krouet an dro-lavar graphic novel (romant grafek). Hiziv an deiz e vez implijet ar ger comic da envel istorioù gourharoz dreist-holl, rak an istorioù-se eo ar re a vez produet ar muiañ er Stadoù-Unanet.
Daou rummad comic a zo :
Embannet e vez ar c’homic books dindan stumm kazetennoù miziek. Meur a arzour a ra war-dro : senaroour, treser, liver (liv du nemetken), lizherenner, liver (holl livioù all). An holl re all a vez anvet romantoù grafek, e gwenn ha du e vezont peurliesañ.
An dreserien hag ar re a ijin ar senario n’int ket perc’henn war an tudennoù : an embanner eo ar perc’henn. Setu perak e c’hall meur a dreser ha meur a senaroour labourat war un dudenn. Dindan renerezh ur pennskrivagner emañ an holl gomic books. An den-se a ra war-dro ar rummad : war be tu ez aio ar senario, piv a dreso hag a ijino ar senario. Gallout a ra zoken goulenn ma chomo ur rummad a-sav. Ma kav eo dav sachañ evezh al lennerien e c’hall goulenn ma vo lazhet un dudenn. Gwechall e veze skignet ar c’homic books e stalioù-kazetennoù hag e stalioù drogerezh ha spiserezh. Hiziv an deiz e kaver anezho e comics-shop nemetken.