Conchobar mac Nessa

Conchobar mac Nessa livet gant Cormac McCann

Conchobar mac Nessa, pe Konc'hobar mab Ness[1] pe Konc'hobar[2] eo roue Ulaid e-barzh Kelc'hiad Ulad (Rúraíocht) e gwengelouriezh Iwerzhon. Emañ e gêr-benn en Emain Macha (Navan fort, nepell eus Ard Mhacha). Kontet eo da vezañ mab da Fachtna Fáthach, Roue Uhel Iwerzhon (Ard rí Érenn). Hogen, a-wezhioù e vez lavaret eo mab d'an drouiz Cathbad. Alies e ouzhpenner e anv lignez, mac Nessa rak Ness, merc'h da Eochaid Sálbuide, roue Ulaid, eo anv e vamm.

  1. "Skrapadeg Saoud Koualnge", troet gant Roparz Hemon, Gwalarn, 1943, Nnn 160, p. 259
  2. "Skrapadeg Saoud Koualnge", troet gant Roparz Hemon, Gwalarn, 1929, Nnn 17, p. 53

Developed by StudentB