Dahomey (anvioù all : Danxomé, Danhomé, Abomey) a oa anezhi ur rouantelezh en Afrika hag en em astenne war tiriad ar riez a vez anvet Benin bremañ. Savet eo bet hec’h anv diwar ar ger dan a dalvez "naer" e Foneg ; un dave eo da azeulerezh an naered-piton, un azeulerezh boutin war aodoù Benin, e rannvro Ouidah peurgetket.
Krouet e oa bet ar rouantelezh-se, hervez ar vojenn, gant merc’h ar roue Tado. Honnezh, ur Yoruba anezhi, a oa deuet d’ar c’hoad da glask dour ha kejañ a reas gant ar spered loupard. Agasu, tad an holl Foned, a zeuas da vugel dezho. Krouet e oa bet ar gêr santel gant diskennidi Agasu. War-dro 1600 e oa bet tri mab dezhañ o tabutal evit mont da roue. Trec’h e oa bet ar mab henañ war e daou vreur, a yeas kuit da sevel o rouantelezhioù dezho o-unan, unan war aod Ajase-Ipo, Porto Novo hiziv an deiz, hag egile, en Abomey en norzh ma c’haller gweladenniñ palez ar roue c’hoazh.
Mont a reas rouantelezh Abomey buan a-walc’h da vezañ ur vro c’halloudus, gant moneiz hag all. Pinvidikaat a reas gant ur c’henwerzh a-bouez, hini ar sklaved dreist-holl. Dont a rae un arme efedus hag aozet-mat da breizhañ danvez sklaved er meuriadoù. Da-c’houde e veze kaset ar re-se betek aod ar meurvor Atlantel, ma vezent eskemmet ouzh marc’hadourezhioù a bep seurt, kanolioù hag armoù peurgetket, gant kenwerzhourien Europa.
Ur rejimant eus ar vegenn a rae war-dro difenn hag eveshaat ar roue. Ne oa nemet maouezed er rejimant-se hag « amazonezed » e vezent anvet gant kenwerzhourien Europa.
E 1724 e voe aloubet Allada gant ar Foned. Gounid a reas ar re-se goude douaroù betek aod ar meurvor Atlantel hag aloubet e oa bet ganto Dahomey penn-da-benn en doare-se. An doueed Yoruba, anavezet dija gant ar Foned, a veze azeulet evel speredoù lec’hel Ewe ha Fon eus ar relijion vodou, anezhi relijion ofisiel ha diazez ar rouantelezh.
Rouantelezh Dahomey a oa bet anezhi betek dibenn an XIXvet kantved. Brezel a oa bet, evit gwir, etre annezidi ar rouantelezh hag an drevannederien hag e dibenn ar brezel-se e oa bet tapet ar roue Behanzin hag argaset e oa bet eus ar rouantelezh, a oa bet staget ouzh Frañs.
Da-heul alouberezh ar vro gant an drevadennerien c’hall e teuas Kontouerioù ar Benin, a oa stag ouzh trevadenn Senegal abaoe miz Gouere 1886, da vezañ un drevadenn emren e 1893, a-raok bezañ anvet « Trevadenn Dahomey ha dalc’hioù » gant un dekred eus an 22 a viz Mezheven 1894. An anv Dahomey, na dalveze nemet evit envel rouantelezh Dahomey er penn kentañ, a voe graet gantañ goude evit envel an drevadenn en he fezh. Youl a oa bet d’ar mare-se evit reizhabegiñ hag evit kemer lorc’h diwar un alouberezh diaes a-walc’h, o teuler evezh ne vije ket kemmesket an tiriad-se gant tiriad Benin vreizhveuriat, (Nigeria hiziv an deiz). Ne gollas an drevadenn nevez hec’h emrenerezh nemet e 1904, pa oa bet entoueziet gant Afrika c'hall ar C’hornôg (AGK).
Dahomey, ur vro dizalc’h abaoe ar 1añ a viz Eost 1960, a oa bet roet an anv Benin dezhi d’an 30 a viz Du 1975.