Damani a reer en daksonomiezh vevoniel eus renk uhelañ ar bevedegoù er reizhiad 3 damani ennañ bet termenet gant ar c'horrvevoniour stadunanat Carl Woese (1928–2012) hag e skipailh e 1990.[1]
Hervez ar reizhiad-se ez eus tri damani e gwezenn ar vuhez : Archaea, Bacteria hag Eukarya.
Archaea ha Bacteria zo garvevien unkelligek dinukleüs, tra ma'z a an holl organegoù all, nukleüsek ha speurennek o c'helligoù, da ober an damani Eukarya.