Debrecen (distaget [ˈdɛbrɛtsɛn] en hungareg) zo ur gêr vras e reter Hungaria. An eil kêr vrasañ eo er vro, goude ar gêr-benn Budapest. E 2011 e oa 208,016 a annezidi o chom enni.
Meneg zo eus Debrecen er skridoù adalek ar bloavezh 1235. Ur gêr vihan e oa d’ar poent-se. E 1361 e voe roet d’an annezidi, gant roue Hungaria, ar gwir da gaout ur barner hag ur c’huzul-kêr. A-benn ar XVIvet kantved e oa deuet da vezañ ul lec’h a bouez evit ar c’henwerzh, gant foarioù bras.
E 1848-1849 e voe, e-pad ur pennadig, kêr-benn Hungaria, rak ranket en doa gouarnamant dispac’hel ar vro kuitaat Budapest. E miz Ebrel 1849 e voe embannet dizalc’hted Hungaria gant Lajos Kossuth en iliz-veur protestant Debrecen. Hogen e-kichen Debrecen ivez e c’hoarvezas dibenn ar republik dizalc’h berrbad, pa voe trec’het an dispac’herien gant ar Rusianed a roe harp da arme an Habsbourged, anezho impalaerien Aostria ha rouaned Hungaria.
Goude ar Brezel-bed Kentañ e teuas Hungaria da vezañ kalz bihanoc’h, gant dizalc’hidigezh Roumania, hag en em gavout a reas Debrecen tost d’an harzoù. E-pad an Eil Brezel-bed e voe kalz a zistruj e Debrecen hag adsavet e voe kêr goude se.