D'ar c'hentañ a viz Genver 1873 e oa degemeret an Deiziadur gregorian e Bro-Japan, gant anvioù mizioù hengounel hag ar pep brasañ eus ar gouelioù, kent 1873 avat e veze implijjet un deiziadur loarel-hag-heolel a zeue eus an Deiziadur sinaek[1]. Implijet e vez atav an oadvezhioù hengounel eus Bro-Japan.