Dinedin | |
---|---|
Lec'hiañ Dinedin |
Skoed-Ardamez Dinedin |
Riez | Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon |
Bro | Skos |
Kod post | EH-1 - EH-17 |
Kod pellgomz | (44) 131 |
Maer | Lesley Hinds (sokialour) |
Gorread | 262 km² |
Hed | 03° 53′ R |
Led | 44° 95′N |
Uhelder | keitat: 41m |
Poblañs hep kontoù doubl | 448 624 (2005) |
Stankter | 1 727/km² |
Din-Edin[1](Dùn Èideann e gouezeleg, hag Edinburgh e saozneg) zo ur gêr war aod reter Skos, hag he c'hêr-benn eo abaoe 1492. Sez Parlamant Skos adsavet e 1999 eo. 447 624 annezad a yae d'ober he foblañs da vare niveradeg 2001 (eil kêr Skos eo goude Glasc'ho).
War an uhel emañ Kastell Dinedin a oa bet savet e ziazez ken abred hag er VIIvet kantved. Met adalek an XIvet kantved eo e voe savet an annez roueel-se a-barzh dont da vezañ ur gwall-greñvlec'h er XVIvet kantved.
Frankaet e voe Dinedin e 1329 ha savet e voe mogerioù kreñv en-dro dezhi er XVvet kantved. Goude faezhadenn Floden (1513) a-enep ar Saozon e voe divizet gant bourc'hizien kêr sevel un eil moger dro, a vez graet moger Floden anezhi, evit diarbenn an tagadennoù da zont. Goude unanidigezh parlamantoù Bro-Skos ha Bro-Saoz (1707) e kollas ar gêr he fouez politikel met chom a reas ur greizenn armerzhel ha sevenadurel a-bouez. Ouzhpenn ar C'hastell ez eus leizh a lec'hioù dedennus e Dinedin, e-giz ar Royal Botanic Garden, Iliz-Veur Sant-Jili, ar Mirdi broadel, Charlotte Square, ar Scott monument pe c'hoazh ar Royal Museum of Scotland (Mirdi Roueel Skos). Palez Holyrood (Holyrood Palace) eo annez ofisiel ar rouanez pa zeu da chom e kêr. En e gichen emañ savadur nevez Parlamant Bro-Skos adsavet.
Brudet eo Dinedin gant he gouel meur, an hini brasañ er bed, a bad teir sizhun e miz Eost, hag a ginnig e-leizh a arvestoù eus an dibab war an holl dachennoù.
Reiñ a ra bod da unan eus brudetañ skolioù-meur Europa hag ar bed, Skol-Veur Dinedin, a zo e penn a-raok war dachennoù ar stlenneg hag ar melestradur. E Dinedin emañ ivez Levraoueg vroadel Skos (National Library of Scotland), anezhi levraoueg pouezusañ Skos (hag unan e-touez ar re vrasañ er Rouantelezh-Unanet).