Un distrig kevreadel zo ur rann eus ur vro gevreadel. Rannet e vez ar broioù kevreadel pe etre stadoù kevreet (evel Alamagn pe ar Stadoù-Unanet) pe etre proviñsoù (evel Arc'hantina), hag a-wechoù e vez un distrig kevredadel ouzhpenn, ha hennezh n'eo ket ur stad pe ur broviñs emren evel ar re all, peogwir eo stag ouzh ar gouarnamant kreiz.