Un eienenn pe ur vammenn, pe un andon, zo ul lec'h ma teu dour eus an akwifer er-maez eus an douar (pedosferenn). Un elfenn eus an hidrosferenn eo. A-bouez eo bet ar mammennoù e-pad pell evit an dud da bourchas dour dous, er broioù krin dreist-oll ma vez dister a-walc'h ar glaveier. Lod zo bet kempennet gant an dud ha graet e vez feunteunioù anezho.
Ar mammennoù a vez krouet dindan levezon nerzhioù naturel disheñvel, e-giz ar graviter hag ar gwask hidrostatek. Ar c'hementad dour a daolont a ya eus tost mann ebet betek ouzhpenn 14 000 l/s evit an andonioù brasañ[1].
Dont a ra dour an eien da gemer stumm ur ruzelenn peurvuiañ, pe ur wazh, a-raok mont da stêr a-wechoù. Met gallout a ra an eien bezañ er mor ivez, pe stok outañ. Gallout a ra o dour bezañ lonket en douar kenkent ha difluket e-maez.