Energiezh nukleel

Dazgwereder SNAP-8 DR (1968-1969)
0,6-1 MW, trelosk U-Zr, yenaer Na-K
Kalon un dazgwereder derc'hanel
250 kW evit ober skinlunioù
Idaho National Laboratory

Gremm derc'hanel[1], gremm atomel[2], energiezh nukleel[3],[4], a reer eus ar gremm a vez ganet a-emdarzh pe ent-kalvezadel gant an dazgweredoù derc'hanel. Sterioù arall zo d'an termen evelato, evel ar kenderc'hañ gremmoù tredanel, gwrezel ha treloc'hel diwar dazgweredoù derc'hanel, hag o arver peoc'hiek pe vrezelgar ; gant ar bomm "gremm derc'hanel" e vez graet neuze evit komz eus disoc'h un dazgwered koulz hag eus ar ouiziegezh hag ar c'halvezerezh a ro tro da arverañ ar gremm-se a-benn bastañ da ezhommoù mab-den er bed a-vremañ.

E derc'hanoù un nebeud izotopoù eus lod elfennoù kimiek (skinizotopoù) e c'hoarvez an dazgweredoù-se. Skiriadur an uraniom U-235 (235U) eo an hini anavezetañ peogwir ez eo drezañ ez a an darn vuiañ eus an dazgweredoù derc'hanel en-dro ha peogwir ez eo an izotop paotañ war an Douar hag e diabarzh ar stered. Izotopoù arall a c'haller arverañ, evel ar strontiom 90Sr, ar poloniom 210Po, an toriom 232Th pe ar plutoniom 239Pu.

Meur a galvezerezh hag a skiant a implij ar gremm derc'hanel : ar c'henderc'hañ tredan eo an hini muiañ-anavezet, hogen en henoniezh e vez arveret hag er vezekniezh ivez.

Ar skiriadur derc'hanel (torret e vez derc'han atomoù pounner) hag an uniadur derc'hanel (kendeuzet e vez derc'hanoù atomoù skañv) eo ar c'halverezhioù muiañ-arveret evit kenderc'hañ gremm a c'haller implijout. Disheñvel eo an elfennoù hag ar c'halvezerezhioù hervez ma venner kaout dazgweredoù mestroniet, evel pa genderc'her tredan, pe zireol evel ar re a c'hoarvez en armoù derc'hanel.
Un trede doare zo, anvet "ganerioù gwrezel dre skinizotopoù" (GGS)[5], a implijer en daspugnerioù hirbadus a vag ardivinkoù na lonkont ket kalz tredan : dastumet e vez ar wrez a zeu eus digevanidigezh skinizotopoù kent he zreiñ da dredan.

Dindan stumm rannigoù war lusk e vez ar gremm a vez ganet gant an dazgweredoù derc'hanel. Harzet e vez o fiñvoù gant ar metoù, ar pezh a ro gwrez a vez troet e gremm treloc'hus a-drugarez da gefluskerioù dre ezleskiñ evel troellrodoù-dre-vurezh. Tu zo da arverañ ar gremm-se evit kas listri bras war vor pe genderc'hañ tredan er c'hreizennoù derc'hanel.

Perzh dibar ar gremm derc'hanel eo ar feur etre tolz an danvez arveret ha perzhioù uhel ar gremm a vez deveret dioutañ ; uheloc'h eget forzh pe c'hremm arall anavezet eo, petra bennak ma n'eo ket gwall efedus ar c'halvezerezh-se, pa goller etre 86 ha 90% eus ar gremm a vez ganet.

Bras-divent eo ar c'hementad gremm a vez ganet, abalamour da dolz ar rannigoù a implijer hag a dro war-eeun da c'hremm en abeg d'ar feur etre an tolz hag ar gremm evel m'eo bet displeget gant ar fizikour alaman Albert Einstein (1879-1955).

  1. Geriadur Martial Ménard, Énergie/PHYS. Energie nucléaire, p. 494-a.
  2. diwar Geriadur Martial Ménard, Atomique, p. 112-b.
  3. Ofis ar Brezhoneg
  4. Brezhoneg 21
  5. Saozneg : Radioisotope Thermoelectric Generator (RTG)

Developed by StudentB