Enver Hoxha

Enver Hoxha e 1971.

Enver Hoxha [ɛnˈvɛɾ ˈhodʒa] (16 Here 1908 - 11 Ebrel 1985) a renas war Albania abaoe fin an Eil Brezel Bed betek deiz e varv e 1985 gant ar c'harg Kentañ Sekretour Strollad Labour Albania. Kentañ Ministr ar vro e oa bet ivez etre 1944 ha 1954, ha Ministr an Aferioù Diavaez etre 1946 ha 1953. Daoust ha ma vane didroc'het Albania diouzh ar peurrest eus ar bed, dindan beli Hoxha hag a-drugarez d'ar varksouriezh-leninouriezh lakaet e pleustr eno, e teuas ar vro diorroet e-keñver live ar c'hreanterezh pa oa bet ur vro damc'hladdac'hel anezhi a-raok.

Ganet e oa bet Enver Hoxha e Gjirokastër e kreisteiz Albania. Levezonet bras e oa bet gant e eontr Hyen Hoxha, sokialour anezhañ, hag a stourmas evit frankiz Albania hag ivez a-enep d'ar gouranamantoù mac'homer a renas war ar vro goude ma teuas da vezañ dishual, dreist-holl goude ma voe bet disklêriet Zog Roue Albania e 1928.

E 1930 e kuitaas ar vro evit mont da studiañ e Skol-Veur Montpelhièr. Etre 1934 ha 1936 e labouras da sekretour e Konsulad Albania e Belgia keit ha ma studie Gwir e Skol-Veur Brusel. Distreiñ da Albania a reas e 1936 ha kregiñ a reas gant e labour kelenner e Korçë.

Skarzhet e oa bet diouzh e bost kelenner e 1939 goude ma oa bet aloubet ar vro gant Italia rak nac'hañ a reas emezelañ ouzh Strollad Faskour Albania. Skoazellet e oa bet gant Komunourion Yougoslavia a-benn sevel Strollad Komunour Albania (anvet war-lerc'h Strollad Labour Albania) e 1941 hag ivez al luskad resistañs (a zeuas da vezañ Arme ar Frankiz Broadel) e 1944, gant Enver Hoxha en o fenn.

Goude bezañ bet dilennet gant 93% eus ar votoù e 1945 e krogas an Talbenn Demokratel gant al labour evit lakaat ur sistem dispac'hel e plas a-benn sevel ur gwir stad sokialour.

Ur marksour-leninour rik e oa Enver Hoxha hag a douje da dezennoù Jozef Stalin. Pa droc'has Republik Pobl Kevreat Yougoslavia al liammoù gant an Unaniezh Soviedel e 1948 ec'h eas Enver Hoxha war-lerc'h da droc'hañ an holl liammoù etre Albania ha Yougoslavia, en ur lâret ne oa ket Yougoslavia ur vro sokialour anezhi.

Kemer a reas gouarnamant sokialour Albania, Hoxha en e benn, an douaroù digant ar berc'henned-douar pinvidik evit o c'henstrollañ. A-drugarez d'ar politikerezh-se e teuas Albania a-benn da vezañ emren e-keñver boued. Gantañ ivez e oa bet diorroet ar c'hreanterezh ha kaset an tredan d'an holl lec'hioù diwar ar maez. Evit achuiñ e oa bet skarzhet an holl gleñvedoù-red hag e voe desket d'an holl lenn ha skrivañ.

Kenderc'hel a reas Hoxha da zifenn tezennoù marksour-leninour hervez Stalin pa deuas Nikita C'hrouchtchov da gemer e blas en ur nac'hañ tezennoù Stalin. Troc'het e oa neuze Albania diouzh ar ar peurrest eus eus ar stadoù sokialour a soutene an Unaniezh Soviedel. E-kerzh an dizemglev etre an Unaniezh Soviedel ha Sina e savas Albania a-du gant Sina e 1960, hag e troc'has an holl liammoù gant an Unaniezh Soviedel ez-ofisiel bloaz war-lerc'h. E 1968 e tivizas Albania tec'hout diouzh Emglev Varsovia pa oa bet aloubet Tchekoslovakia e 1968 gant and Unaniezh Soviedel.

E 1967, goude ugent vloaz bennaket o stourm a-enep d'ar relijionoù e c'hellas Enver Hoxha disklêriañ ez-ofisiel e oa deuet Albania da vezañ ar vro didoue kentañ er bed. Levezonet gant an Dispac'h Sevenadurel e Sina, e krogas da dapout lec'hioù relijiel a-bep seurt evit o adimplijout e servij an holl, da skouer meur a iliz hag a voskeenn a voe adimplijet da sinema pe da labouradeg.

Pa varvas Mao 1976 e didroc'has Enver Hoxha al liammoù etre Sina hag Albania o lâret ne oa ket sokialour ken ar vro-se. Goude an dizemglev-se ne vane nemet Albania evel stad a soutene c'hoazh en un doare ofisiel tezennoù ar varksouriezh-leninouriezh rik.

Aet koshig a-walc'h ez eas Hoxha war e leve mui-pe-vui en ul leuskel Ramiz Alia e karg eus ar vro.


Developed by StudentB