Erwan Evenou

Erwan Evenou
Anv ofisiel Yvon Évenou
Obererezh Yezhour, skrivagner
Ganedigezh d'ar 14 a viz C'hwevrer 1940
en Aljer,  Aljeria
Marv d'ar 25 a viz Ebrel 2020
Yezh skrivañ Brezhoneg, galleg
Enorioù Palmes académiques, Priz Langleiz e 1992


Erwan Evenou (ez-ofisiel:Yvon Évenou), ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1940 en Aljer, marvet d'ar 25 a viz Ebrel 2020, zo yezhour, skrivagner brezhonek ha skrivagner gallek. Bet eo ivez kelenner saozneg ha brezhoneg, hag emsaver sindikadel, yezhel ha politikel. Bevet en deus en Aljeria e-pad darn e yaouankiz, evel ma kont en e romant diazezet war e vuhez. Skoliad eo bet e SADED. Kelenn a reas saozneg e skolaj ar Faoued a-raok mont da Aljeria da gelenn ha dont da gelenner brezhoneg pa voe tapet gantañ ar c’h-CAPES brezhoneg. Goude-se e voe anvet da enseller brezhoneg evit an eil derez war-lerc’h Pierre Bernard.

Div wech e voe medalennet gant an Ordre des Palmes académiques.

Unan hepken eus e dud-kozh a oa breton[1].

  1. Erwan Evenou (1940-2020): Pied noir, Algérien, Breton par choix

Developed by StudentB