Estoneg

Estoneg
(eesti keel)
Perzhioù
Komzet e : Estonia
Rannved : Norzh Europa
Komzet gant : 1 100 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù ouralek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Estonia, Unaniezh Europa
Akademiezh : Eesti Keele Instituut
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 et
ISO 639-2 est
ISO 639-3
Kod SIL EST
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh finnek-ougrek eus skourr ar yezhoù finnek eo an estoneg (eesti keel) komzet gant 1,1 milion a dud en Estonia.

Ur yezh kar eo an estoneg d'ar finneg. Levezonet eo bet an estoneg gant an alamaneg e pep keñver.

Skrivet e vez an estoneg gant al lizherenneg latin hep al lizherennoù c, q, w, x, y, (implijet evit gerioù o tont eus yezhoù all nemetken, ha gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn: š, ž, ä, ö, ü, hag õ (LFE/ɤ/).

Ur yezh daspegel eo an estoneg, evel an holl yezhoù finnek-ougrek, ha meur a gas a vez implijet ivez.

Evit ar pezh a sell eus ar fonologiezh e c'hell ur vogalenn bezañ berr, hir pe hir-tre.


Developed by StudentB