Euro EURO (Lizherenneg latin ) ΕΥΡΩ (Lizherenneg c'hresianek )
Kod ISO 4217
EUR (niv. 978)
Implijet e
Monc’hwezh
3.0%
Andon
(en) Bank Kreiz Europa Kerzu 2007
Liammet gant
Rannadur
1/100
sent , liard gerioù all a vez lâret e yezhoù european zo
Arouez
€
Plural
Euroioù
sent , liard
gwelet ar pennad
Pezhioù
Implijet alies
1 , 2 , 5 , 10 , 20 , 50 sent, 1 € , 2 €
Implijet ral
1 ha 2 sent(e Finland hag an Izelvroioù )
Bilhedoù
Implijet alies
5 €, 10 €, 20 €, 50 €
Implijet ral
100 €, 200 €, 500 €
Bank-kreiz
Bank Kreiz Europa
Lec'hienn
www.ecb.int
Mouler
Lec'hienn
[http:// ]
An euro (arouez: €, kod bank : EUR) zo anezhañ ar moneiz nemetañ e 20 Stad ezel eus Unaniezh Europa (anvet Takad an euro pe Euroland ) ha hini ensavadurioù Europa. Implijet e vez evel moneiz de facto e stadoù all ivez : Kosovo ha Montenegro . Implijet e vez ivez, ent-ofisiel, gant korrstadoù zo: Andorra , Monaco , San Marino , Vatikan , hag ivez Akrotiri ha Dhekelia , bonnoù arme ar Rouantelezh-Unanet e Kiprenez. Moneiz 320 milion Europad eo, hag ouzhpenn 200 milion a dud all a ra gant ur moneiz merket gantañ.
Rannet eo an euro e 100 cent (skrivet EURO CENT war ar pezhioù). Roet eo e von gant Bank Kreiz Europa . An eil moneiz eo evit an treuzgreadoù[ 1] , war-lerc'h an dollar US hag a-raok ar yuan sinaat. Deuet eo da vezañ moneiz kentañ ar bed abaoe miz Kerzu 2006 dre an niver a vilhedoù en implij (kement a 610 miliard €).[ 2]
Implijet eo evel moneiz kontouriezh er marc'hadoù arc'hant abaoe 1999 ha lañset e voe e pezhioù ha bilhedoù e 2002 . Deuet e oa war-lerc'h an ECU (European Currency Unit da lâret eo unanenn voneiz Europa) gant ur feur a 1:1.
██ Takad euro (20) ██ Stadoù UE e-maez an takad euro (6) ██ Disdalc'h d'ar Rouantelezh Unanet evit he donedigezh en takad euro (1) ██ Stadoù e-maez UE oc'h implijout an euro en un doare ofisiel (4: Andorra , Monaco , Vatikan , San Marino ) ██ Stadoù pe takadaoù e maez UE oc'h implijout an euro de facto (2: Montenegro , Kosovo )
Anv an euro en Unaniezh Europa
Yezh
Kementad
Anv
Unander
Liester
Unander
Liester
Alamaneg
1 Euro 1 Cent
100 Euro 100 Cent
der Euro der Cent
die Euros die Cents
Saozneg
1 euro 1 cent
100 euros 100 cents
euro cent
euros cents
Daneg
1 euro 1 cent
100 euro 100 cent
euroen centen
euroene centene
Spagnoleg
1 euro 1 cent
100 euros 100 cents
el euro el céntimo
los euros los céntimos
Finneg
1 euro 1 sentti
100 euroa 100 senttiä
euro sentti
eurot sentit
Galleg
1 euro 1 centime[ 3]
100 euros 100 centimes
l'euro le centime
les euros les centimes
Gresianeg
1 ευρώ 1 λεπτό
100 ευρώ 100 λεπτά
τo ευρώ λεπτό
τα ευρώ λεπτά
Italianeg
1 euro 1 cent
100 euro 100 cent
l'euro il cent
gli euro i cent
Iwerzhoneg
1 euro 1 cent
100 euro 100 cent
Nederlandeg
1 euro 1 cent
100 euro 100 cent
de euro de cent
de euro's de centen
Portugaleg
1 euro 1 cêntimo
100 euros 100 cêntimos
o euro o cêntimo
os euros os cêntimos
Roumaneg
1 euro 1 (euro)cent
100 de euro 100 de (euro)cenți
euro-ul (euro)centul
euro (euro)cenții
Svedeg
1 euro 1 cent
100 euro 100 cent
euron centen
eurorna centen
↑ (en) The Implementation of Monetary Policy - The Federal Reserve in the International Sphere
↑ (en) Atkins, Ralph (27-12-2006). Euro notes cash in to overtake dollar . Financial Times. Kavet : 04-05-2007 .
↑ Er Frañs